Kaliforniom – Einsteiniom – Fermiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 99 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | ||||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù 5f11 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 29, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +2, +3, +4 | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 614,38 kJ/mol 2 : 1 180 kJ/mol 3 : 2 190 kJ/mol | |||
Skin atomek | 245 pm | |||
Skin kenamsav | 165 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 13,500 g/cm3 | |||
Teuzverk | 860 °C | |||
Bervverk | (stlenn ebet)°C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
Es-253 kalet (~300 mg) o lugerniñ dre skinoberiegezh
| ||||
Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an einsteiniom ; Es eo e arouez kimiek, 99 e niver atomek ha 252,083 e dolz atomek.
An unnekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
D'an 11 a viz Du 1952 e lakaas Stadoù-Unanet Amerika ar c'hentañ bombezenn gwrezderc'hanel da darzhañ war atoll Enewetak en Inizi Marshall. Darbodoù a voe dastumet war un atoll amezek ha kaset da Skol-veur Kalifornia e Berkeley evit ma vijent dielfennet, ar pezh a voe graet gant Gregory Choppin, Stanley Thompson, Albert Ghiorso ha Bernard Harvey. War-dro 200 atom eus un elfenn nevez a gavjont e-kerzh ar mizvezh kentañ, met e 1955 hepken ez embannjont disoc'h o labour.
Atomoù uraniom o devoa paket trawalc'h a neutronoù evit tremen da galiforniom, ha hemañ en devoa digevanet da reiñ izotop 253 an elfenn 99 :
238 | U | + 15 n ————→ 6 β— |
253 | Cf | β— ————→ 6 β— |
253 | Es |
92 | 98 | 99 |
E 1961 e oa bet dastumet trawalc'h eus an elfenn evit ma c'hallas ar skiantourien sellet outi gant o daoulagad hag he fouezañ : war dro 10 µg.
En enor da Albert Einstein e voe roet an anv einsteinium d'an elfenn 98.
Ur metal blot liv an arc'hant eo an einsteiniom. Tost da hini e amezeg an aktinid 98Cf eo e deuzverk, ha tost da hini e amezeg al lantanid 67Ho eo e deuzverk. Ken kreñv eo e skinoberiegezh m'en em zistruj buan an elfenn en ur vannañ kalz gremm, el laka da lugerniñ.
Douester (g/cm3 |
Teuzverk (°C) |
Bervverk (°C) |
Tredanharzhusted (µΩ•m, e 20 °C) | |
---|---|---|---|---|
98Cf | 14,790 | 900 | 1 745 | ? |
Einsteiniom | 8,840 | 860 | ? | ? |
67Ho | 8,797 | 1 472 | 2 700 | 814 |
100Fm | 15,100 | 1 527 | ? | ? |
Kewarellek eo an einsteiniom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez.
Evel an holl aktinidoù e tazgwered 99Es gant an halogenoù. N'eus ket bet tro da studiañ an elfenn pelloc'h, en abeg d'e rouezded ha d'e skinoberiegezh el laka buan da dreiñ da verkeliom-249 goude 20 devezh, ha da galiforniom-249 war-lerc'h :
253 | Es | α ————→ 20 d. |
249 | Bk | β- ————→ 330 d. |
249 | Cf |
99 | 97 | 98 |
Naontek izotop eus einsteiniom ha tri izomer derc'hanel zo anavezet, eus 240Es betek 258Es.
|
En Oak Ridge, ~10 g a guriom skinataet a ro ~0,1 g a galiforniom 249Cf, ~0,001 g (1 mg) a verkeliom 249Bk hag a einsteiniom (Es-249, Es-250, Es-251 hag Es-252) kent reiñ ~0,000000000001 g (10−12 g, 1pg) a fermiom.
met didalvez a-walc'h eo, rak abalamour d'e skinoberiegezh ha d'e deuzverk izel e tro buan Es da vurezh. Efedusoc'h eo kenderc'hañ einsteiniom diwar e stumm oksidet (III) gant lantanom metalek :
Hini ebet, war-bouez an enklaskoù skiantel a-benn kenderc'hañ elfennoù kimiek all.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |